Lampedusa

Lec'hiadur Lampedusa er Mor Kreizdouar.

Enez Lampedusa (Isola di Lampedusa en italianeg) a zo un enezenn perc'hennet gant Bro-Italia er Mor Kreizdouar, lec'hiet etre Malta hag aod Tunizia. Dindan 20,2 km² emañ hag un tammig en tu-mañ da 6 000 a dud a zo o vevañ enni. An hini bennañ eus Inizi Pelagie eo, ha gant an div all, Linosa ha Lampione, ez a d'ober ur gumun anvet Lampedusa e Linosa, stag ouzh Proviñs Agrigento e Sikilia (205 km aleshont). Lodenn suañ Italia eo, hag evit a sell an douaroniezh ez eo lodek en Afrika.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search